Karantez Vro

Karantez Vro 歌词

时长4:03
原文语言NL
浏览量342
歌词坐标

原文歌词

NL
暂时没有翻译,当前显示原文歌词。
18
E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn 'Baoe va yaouankiz he dougan Rak, siwazh, an hini a garen Ne gare ket pezh a garan Eñ na gare nemet ar c'hêriou Ar morioù don, ar broioù pell Ha ne garen 'met ar maezioù Maezioù ken kaer va Breizh-Izel Ret' voe didab 'tre div garantez Karantrez-vro, karantez den D'am bro am eus gouestlet va buhez Ha lezet da vont 'n hini 'garen Biskoazh klevet keloù outañ Ar gleizhenn em c'halon zo chomet Pa ne gare ket pezh a garan Pep den a dle heuilh e donkadur Honnezh eo lezenn ar bed-mañ Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur Met 'gare ket pezh a garan Dezhañ pinvidigezh, enorioù Din-me paourentez ha dispriz Met 'drokfen ket evit teñzorioù Va Bro, va Yezh ha va Frankiz