Karantez Vro

Karantez Vro 歌詞

アルバムBretonne
2012
ジャンルRomantico
時間3:58
原文言語EU
閲覧数1.2K
歌詞座標

原文歌詞

EU
翻訳はまだありません。原文を表示しています。
18
E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn 'Baoe va yaouankiz he dougan Rak, siwazh, an hini a garen Ne gare ket pezh a garan. Eñ na gare nemet ar c'hêriou, Ar morioù don, ar broioù pell, Ha ne garen 'met ar maezioù, Maezioù ken kaer va Breizh-Izel. Ret' voe didab 'tre div garantez : Karantrez-vro, karantez den. D'am bro am eus gouestlet va buhez Ha lezet da vont 'n hini 'garen. Biskoazh abaoe nam eus en gwelet Biskoazh klevet keloù outañ. Ar gleizhenn em c'halon zo chomet Pa ne gare ket pezh a garan Pep den a dle heuilh e Donkadur : Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ. Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur, Met 'gare ket pezh a garan. Dezhañ pinvidigezh, enorioù, Din-me paourentez ha dispriz. Met 'drokfen ket evit teñzorioù Va Bro, va Yezh ha va Frankiz.